Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

mad anezan, evel ma oa an aotrou markiz. Doue en devezo e ene…


————


Kevren XIV
_


AN HEVELEP-RE, ALAN, PERIK


ALAN

(o tond adarre, en e raog Perik ar paotr saout a zoug ar poltred goloët gant tul glaz. Da Berik :

Allo, kerz war eün, koffik ioud… Diwall-mad d’ober drouk da netra… (ar paotr a vrall, an tul zo direnket eur paper a gouez deuz ar stern).

LOM (o tastum anezan)

Sell, eur skrid eo !

ALAN (d’ar paotrik)

Lak an daolen ouz ar voger !

PERIK

N’on ket kouezet, aotrou… Ma vije bet Tual ar jardiner en dije brallet evel-se, evit-sur en dije torret eun dra benag, pe gwir eo hir evel tour ar C’hreiz-Ker ! (an oll a c’hoarz)