Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Kevren VII
_


ALAN, MONA, LOM


LOM (o tont gant Mona)

Ia ! Itron, hennez eo niz an aotrou markiz, e heritour, a ouzoc’h.

ALAN (e gallek)

Je suis confus, madame, de m’être ainsi introduit chez vous. Mon excuse est que j’ignorais totalement…

MONA (o c’hoarzin)

Ne vous excusez pas, monsieur. Tout malentendu eut été evité, si j’avais pensé à me présenter moi-même (goude eun neubeudik amzer hag e brezonek). Mez, aotrou, Lom en neuz lavaret d’in ec’h ouzoc’h ar brezonek. Komzomp ’ta e brezonek, pe gwir eo iez ar Vro. Ia, c’hoant am boa da weled evid ar wech diveza, ar maner-ze…

ALAN (tregaset)

Ar maner… ah ia ! mez ’pad ar goanv e tle beza trist meurbed ?

MONA (buan)

Morse n’on bet eurusoc’h em buez.