Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/22

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

hag a oa chomet he-hunan e Pont-Losket, goude maro he mam. He maget he deuz hag he skoliet. Ker mad eo !

ALAN

Paour keaz bihan ! Ia red eo d’in he hadgwelet. Petra zonj ac’hanon ! Deuet eo hag eat kuit ker buan ! Lavar dezhi eman ar c’hont Alan a Landelo o vond da renti d’ezhi e zeveriou.

LOM

Mad aotrou ! (outan e-unan). N’ê mui ken du e lagad ! (mond a ra kuit)


————


Kevren VI
_


ALAN (e-unan)

Petra ? hounez a vije va moereb-koz… mez iaouank, iaouank am’euz kavet anezi ! Nag eo eun dra souezuz ! kaout eur voëreb koz euz an oad-ze ? Nag hi zo koant ha leun a vravente ! Eun taol lagad mad en doa an daonet tonton koz ! Doue d’e bardono !


————