Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

vouela var maro ar santez, a leverer, tra souezuz, e oa guelet Eodez o tont er zall e Tremazan gant he fen en he dorn. Komz a reaz d’he breur dre gaer, hag o veza gret aliou mad dezan, a varvaz gant he sakramanchou. He lez-vam a oa lazet deoc’h-tu gant eun taol kurun. Neuze a zeuaz Gurguy da Gastel-Paol evit kovez he bec’het, hag o veza gret ar binijen roet dezan gant sant Pol, e teuaz adarre d’he gaout evit goulen digantan hen digemer etouez he venec’h. Pa zeuaz Gurguy da zall an eskop, el lec’h ma oa sant Pol gant c’huec’h bælek, an dud eno a oa souezet o velout en dro da ben Gurguy eur gurunen tan. Deuz an dra-ze a reaz sant Pol dezan an hano a Danguy, ha rei a reaz dezan da c’houarn eur gouent nevez savet e Lou-Maze an traon, evit digemer relegou sant Vaze digasset dy gant martolodet euz ar vro-man, o tont euz an Egypt.

Abbaty sant Vaze zo bet savet en eul lec’h gouez ha dishenvel euz al lec’h kaer ha dudiuz ma oa savet abbaty Landevennek. Abbaty sant Vaze oe savet evit c’huec’h manac’h. Daou euz ho dadou abbat oe hanvet : Palud ; an