Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

ganti, rag kasset a voe gant he dad da lez ar roue a Frans, pe Bro-C’hall, da heul Judual he roue. Eno a zeuaz da veza brudet, ha karet a oe gant ar roue. Evit Eodez, beva a ree evel eur zantes. Be en devoa a bep seurt dismegans da zouffr gant ha lez-vam. Houman a ree dezi labourat evel eur vatez. Gurguy o veza deuet da Dremazan da velout he dad hag he c’hoar, n’en doa ket guelet pell a oa, na gavaz en ty nemet he lez-vam. Hi a lavaraz dezan kals a draou fall var ben he c’hoar Eodez, na hell mui choum e ty he zad, emezi. An den iaouank, direizet gant ar c’helou-ze, a redaz beteg al lec’h ma oa lavaret dezan a oa he choar. Houman, spountet o velout eun den iaouank o redek var zu dezi, a dec’haz dirazan. Gurguy a gredaz neuze a voa dre ar vez euz he buhez dibordet e tec’he he c’hoar ; hag o tont diskiant gant ar glac’har, a roaz dezi eun taol kleze hag hen dibennaz.

Spountet dre he voal-ober, Gurguy a redaz da gaout he dad, hag o veza klevet gant an oll peger santel oa he c’hoar, ha pegement he doa bet gouzanvet gant he lez-vam, a zeuaz da veza mantret he galoun. Pa voant oll o