Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/824

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 823 —

Paris, a gavaz var he hent eur regimant o kerzet c’hoaz e renk, evel ma dlee ober ar soudardet mad. Piou ar re-man, a choulennaz gant eur vouez rok Napoleon ? — Emperor, ar re-ze zo Bretoned, oa respountet dezan ; rag kaletoc’h oa ar Vretoned enep ar ienijen eget ar soudardet all. Napoleon a zeuaz en dro e Frans ; mez neubeut a soudardet a hellaz ober eveltan. Kasi en oll parreziou euz ar Vreiz, zo bet eun intanvez ha n’en deuz bet morse paper a varo he fried. Deuet en dro e Frans, Napoleon a c’houlennaz deoc’h-tu 250.000 den evit sevel eun armee nevez. Neuze eo a reaz paotret Plouigneau ha paotret Plomeur ho c’himiad diveza c’hui a vouezo dre-ze ar pez a zonje e guirionez ar Vretonet divar ben Napoleon kenta.

Napoleon eo evit he vrezeliou ;
A lamme ar baotret dre divrec’h ho mamou ;
E ma barz ar bed all, beteg he vuzellou,
En eul len leun a c’hoad, er brassa tourmanchou.

Brevet dre ar baourentez, an oad hag ar c’hozni, na vo ket pell an den dall a aichuo he vuhez. Pedomp an aotrou Doue da ober dezan trugarez, ha d’hor bro karet ha deomp oll goude ar maro. Evel-ze bezet grœt.