Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/816

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 815 —

e dije dleet respeti muioc’h ; mæz n’en doa ket santimanchou an dud-chentil savet mad. Lakeet en doa en he benn rei da bep unan euz he gerent eur rouantelez. Ar roueed-ze e vijent bet dindan he challout. Ha bet e oa bet mæstr evel-ze epad eur maread amzer. He vreur Louis oe Roue an Holland ; he vreur Jerom e Westphalie ; he vreur Joseph Roue Spagn ; he vreur-kaër Murat, Roue Naples, eur jeneral dezan, Bernadott, Roue Suède. C’hoant a zavas gantan kaout ive ar ger a Rom, ha lakaat ar Pab da senti outan. Eno a vruzunaz he gurunen. Kement a rea a ieaz mad beteg an devez ma lakeaz he zorn var hon Tad Santel ar Pab dalc’het e koustians da zifen he c’hallout evel Pab hag he c’hallout evel Roue, rag hebd’ho, neket evit ren mad an Iliz.

O va mignonet, ar galon a zo rannet pa lenner en eun Istor Frans, ar brepoziou-man : En nozvez, 5 gouere 1808, ar jeneral Radet, evit senti diouz Murat, a zeuaz e kampr ar Pab hag a lavaraz dezan, euz a berz gouarnamant ar Frans, a renke dilæzel he garg a Roue : neuze vije lezet da veva e peoc’h er ger a Rom. — Goulennet em euz sklerijen