Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/810

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 809 —

Mæz Jorch a redaz varlerc’h ar re c’hlaz (soudardet ar republik) ha dre eur mirak evel ma oa kustum ar chouantet da ober, dont a reaz a ben da denna ar bælek mad euz daouarn an dud kriz-ze kalz niverussoc’h eget soudardet Doue hag ar Roue.

Julian Kadoudal, he vreur, oe fuzillet e miz kerzu 1800 gant ar re c’hlaz e kichen Kerleano, ty karet meurbet gant ar C’hadoudalet, eno oant bet ganet. Jorch a zeuaz e Pariz, sonj teurel en traon ar c’henta konsul. D’an 9 a viz meurz 1804, Jorch Kadoudal oe gret prizouner. Kondaonet oe d’ar maro. M’an dije goulennet trugarez, en dije bet, oe lavaret dezan. Ne c’houlennin netra, emehe, An devez araog ma tlie beza lazet, oe kinniget dezan adarre eur paper da sina evit goulen he vuhez. Kent ma lennaz var ar paper : Aotrou Emperor, sklap a reaz ar paper d’an douar, rag kridi a re mad ez oa ar gwir gant ar Bourbonet ar Roueed koz, ha ne oa ket gant an Emperor. Daoulina a reaz neuze en or lavaret : « Mignonet, la-