Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/794

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 793 —

hag evit lavarout heana an tennou euz kanoliou ar Zaozon. Deuz buhan, deuz ganeomp er batimant, hag e vezi saveteet, eme dezan he gonsortet. Prometet em euz d’ar re c’hlaz mont en dro, eme Jesril, mont a renkan, va ger a zo roet. Koulskoude an den iaouank-man a zonje mad e vije bet lakeet d’ar maro gant ar republikanet, Ar re-ma na zalc’hent ket evel-se d’ho ger na d’ho fromessaou. Re a bræz oa ganto, evel ma leverent ho unan, guelout an aotrounet-ze o vont d’ar baradoz. Lazet e oant ha mervel a reent en eur ioual : Vive le Roi !

Neubeut zo a famillou euz an noblanç e Breiz ha n’en deuz bet kar dezi lazet e Kiberon, pe fuzillet e Guenet, pe e Alre.

Goude al lazerez vraz-ze, ar chouantet a choumaz eun neubeut spountet. Kadoudal a gommanças an hini kenta d’en em ganna adarre gant ar re c’hlaz e kichen Elven. Var dro hanter miz even, ar chouantet Ar Pab, Le Gris-Duval, Guillemot ha kals a re all oa lakeet er prizoun e Sant-Briek. D’an noz euz ar

45