Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/782

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 781 —

Ar c’homzou-ze a bikaz kalonik ar c’hrouadur a jome sioulik en he gador. C’hoar ar Roue, ar brinces Elisabeth, o velout anezhan ken sioul, a lavaraz en eur c’hoarzin : Evit ar veich-man, cetu kousket va niz Lois. Ar bugel a respontaz d’he voereb : O moereb, hag a heller kousket, pa gan va Mamm-Rouanez.

Korfet brao, moan, mentet kaër, skanv da vale, he dal huel ha dizolo, diœz vije bet lavaret pe seurt sell en doa, evel sell eun œlik, gant he zaoulagad glaz gant malvennou du ; livet brao he visaich gant bleo melen, eur voden vleo a ziskenne var he ziouskoaz. Na kaera paotr oa ar prins iaouank ; na mad ha tener a oa kalon Lois XVII. Bez e oa henvel euz he vam dre he doare kaër, hag euz he dad Lois XVI dre ar vadelez. Ar re er guele, ar re a dostaë outan, ne oant ket evit en em virout d’he garet. He c’hinou na zigore nemet evit lavarout traou dudiuz. Nep er guele evit ar veich kenta, hen gave koant meurbet ; ar galon oa tenereet oc’h he glevout kaozeal. Ar vugale hag ar brinset a zo peurvuia evito ho unan, heman na oe ket evel-ze, atao o klask ober plijadur d’ar re all,

44