Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/752

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 749 —

Er mare-ze euz ar revolution, Robespierre a c’hoanteaz sevel eur relijion en he giz : ordren a reaz, dre eul lezen d’an oll Francisien, anaout eun Doue eternel hag eun ene immortel.

E Brest, an iliz evit enori an Doue eternel-ze oa plaç ar bourmenaden ; eno oa savet eun aoter paper ; eur man bælek, hag en doa skuillet goad an dud vad, a zeuaz d’an aoter-ze heuliet gant merc’het diskiant, anter-visket, pe evit lavarout ar virionez, kasi en noaz !

Evel-se a ree neuze lod euz an dud goab euz an Aotrou Doue. Na zaleaz ket da ziskuez dezo e oa e guirionez an Doue oll galloudek, an Doue eternel, an Doue a viskoaz ; eur mis goude ar sotoniou-ze, Robespierre, an dibenner bras, oa dibennet d’he dro, hag assamblez gantan he gonsortet Kouthon ha Sant-Just. Poent oa dezo kaout ho fegement ! Ar re a choume mistri var ho lerc’h, skuiz da skuilla kement a voad, a roaz eun neubeut a hean d’al lazerez hag a beoc’h d’ar vro. Neuze oe dibennet ive Karrier, en doa lammet ar vuhez digant dek mil