Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/750

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 749 —

mad koulskoude gant an alvokaded An Hir ha Riou-Kersalaun. Deoc’htu ma oant kondaonet, oant goulennet gant ar bourreo. N’eller ket lavaret pegen glac’haret oa an dud e Brest. Kalonou an oll dud vad oa rannet. Daou euz ar re kondaonet oa euz a Vrest : Aymez ha Per de Bergevin. Charles Baneat, mær Keraes, a oa ive etouez an dud kez-ze kondaonet d’ar maro ; mæz eur christen mad oa bet atao, ha ne doa kemeret perz ebet e fallagriez ar re all. Ho goad skuillet heb eur varn eon, en deuz goalc’het ho goal-oberou. Lavaret a rer e oa bet skrivet dre avans ar paperiou a verke oant decedet.

Goude ar 26 renerien euz ar Finister, dibennet e Brest d’ar miz maë 1794, oe dibennet ive unan euz ar goassa dispac’herien, Thomas Raby, oajet a 23 bloaz. An aotrou Doue a leze an dispac’herien d’en em punissa an eil egile. Ar re a zeue ar grenva a ree dibenna ar re o doa kollet ganto ; mæz ar re zo bet peurvuia lakeet d’ar maro, dre vilierou, en amzer ar Revolution, eo ar veleyen hag an dud vad.