Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/74

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

all, e oa ive brudet mad e peb lec’h Arthur, Rivoalen, ar marc’herien pe soudardet kalounek, ha dreist pep tra Merlin an divinour ha Thaliessin, mab Onys. Rag an daou-man o deuz great guerziou kaer oa meulet gant an oll.

Deveziou a voalheur a gouezaz var an enez a Vreiz. Ar Saozon zo erruet gant eun niver spountuz a listri. An ilizou ar chouenchou zo diskaret ; e skol sant Iltud ne veler mui an niver braz euz he ziskibien. E lec’h ma oa guelet araok Samson, Maglor ha Pol o pourmen var an aod, hag o komz eno euz a Zoue, ne veler mui nemet al lapousset mor en em velc’hi pe o c’hlebia beg ho diouaskel en eon euz an toennou. Elec’h moueziou dudiuz ar venec’h, ne glever mui nemet iud ar morvrini hag ar gueleni ; rag deuet oa an amzer ker poanius evit an enez a Vreiz ha ken euruz evit ar vro-man. An oll dud pinvidik ha gouiziek a bignaz var listri evit dont e Breiz-Izel. Neuze a erruaz aman, Seva hag eun nombr braz a venec’h ; douari a rejont en enezen Kermorvan, e parrez Ploumoger. Sant Pabu a zeuaz er ger a Osismor, galvet breman Kastel-Paol, evit

3