Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/734

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 733 —

Eiz den varn’ugent oa bet lakeet da genta gant an dispac’herien da c’houarn ar Finister. Ho frezidant oa Kergariou (dishenvel braz euz ar re all euz he famill). Bet oant bet ar renerien-ze euz ar re grissa a enep ar veleyen hag a enep ar barreziou a jome euz tu ar relijion. Dispac’herien ar Finister oant euz tu ar re galvet Girondins. Avoalc’h oa evito beza diskaret ar relijion. Fellout a ree dezo chom a za. C’hoant o doa bet soken d’en em zevel a enep Robespierre. M’an dije bet ar Frans en he bez kement a nerz kaloun evit difen ar Roue, evel m’an deus bet ar Finister da zifen ar re galvet Girondins, ar rouantelez a vije bet saveteet, ha na vije ket bet e Frans amzer ar Spont. Kiniget oe arc’hant evit penn an dud maleüruz-ze. Kervelegan a zifennaz he hini. Trehouart, an den kriz, a ginnigaz 10,000 liur d’an hini en dije paket Kervelegan ; heman a jomaz kuzet var ar meaz etouez ar vretoned ; rag lavarout a ree : Keit en deuz eun den eur fusil, pistolennou hag eur sabren euz he c’houriz, ne dle mont da glask kuzat nemet etouez he dud. D’an 22 a viz kerzu 1792, evel m’euz en lavaret d’eoc’h, an eiz deputeet euz ar