Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/716

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 715 —

maro, an daou verzer, o vont d’ar chaffault, a gane litaniou Jesus, hag ar Miserere. An Aotrou Ar Gall oe dibennet da genta ; an aotrou Frances Lajat o velout korf he gonsort leun a voad, a bignaz buhan var ar chaffault, o sonjal prezek d’ar bobl ; ne oa ket lezet d’hen ober ; pa velaz na helle prezek, a zavaz he zorn da rei he vennoz d’an assistantet.

An introun Taupin oe kasset da Landreger evit beza dibennet dress dirag he zy, lakeet oe var ar marc’h oa stag euz ar c‘har a zouge ar guillotin toum c’hoaz euz goad an daou vælek-ze. Var an hent en em gave ty Lajat, tad ar bælek ; an den koz oa kasset gant ar soudardet da sellet euz ar guillotin en doa lazet he vab ann deiz diaraok. An dud fall-ze oa ker kriz evit tud an aotrou Lajat, ma gollaz he vreur iaouank he skiant-vad var an heur, kement a chagrin a gemeraz.