Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/712

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 711 —

ze, ha pa oa deuet e kichen Kreac’h-mac’h e klevaz ar signal euz ar guillotin ; neuze en em daolaz var he daoulin, hag o sellout etrezek an ee a seblantaz dezi guelout ene he mab o pignat en envou ! Na lavaraz ket eur preæpos epad an hent, deuet oa an noz araok ma oa erruet e Krozon ; den na grede interroji ar vam baour-ze. Na vouelaz ket, lavarout a reaz ar pedennou euz an noz, gant eur vouez ferm, mæz pa oa o lavarout an De profundis evit Gabriel he mab ker, a reaz da anaout da oll dud an ty, dre he daelou hag he ran-galoun en doa ar merzer peur-aichuet he sakrifis.

Er miz araok, er memez blavez 1794, e oa bet barnet an aotrou Riou, person Lababan. Ar presidant, en doa gret he studi gant an aotrou Riou, a fellaz dezan e savetei. Lavarout a reaz dezan : Aotrou Riou, c’hui peuz tri-ugent bloaz, rak c’hui zo kossoc’h evidoun-me. Ar bælek a ouie ne vije ket lezet dibenna ar