Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/702

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 701 —

vreur, kabiten a lestr, ar 26 kerzu 1793, d’an oad a zaou vloaz ha daou-ugent ; merzeriet a oe abalamour ma touge varnezan imaich ar Galon-Sakr, rag an dud fall a ouie o doa bet ar roue hag he famill eun devotion dener d’ar Galon-Sakr.

D’ar 16 a viz here 1793, Rouanez ar Frans a bignaz d’he zro var ar chaffault. Hi oa ker kalounek ha ken deread dirag ar maro, evel ma zoa bet epad he buhez. Krizder ar Republikanet na zellaz na deuz ar renk, na deuz ar reiz.

Na deuz al lezen, na deuz guiriou ar Rouanteleziou etrezo.

Pa oa var an tron, e oa tamallet e faoz gant an dud fall ; hi a gemere eur soursi vraz euz he bugale. Dirazi vije gret skol d’ezo ho daou ; ar chagrin hag ar glac’har a goueze ken aliez var he c’halon na vire ket outi da gelen ar vugale baour-ze, kaout a ree frealzi d’en em gavout ganto. Eur galoun tener oa ka-