Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/700

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 699 —

leun a garantez kristen ha ken dudiuz a reaz kement a vad da unan euz an dud iaouank-ze en doa kals a speret, ma zeuaz d’en em gonvertissa.

An aotrou Sant-Luk hag he c’hreg oa kasset da Bariz, neubeud goude, gant ho merc’h leanez, evit beza dibennet. Deuet tost d’ar chaffault e c’houlennaz pignat da genta, hag e lavaraz d’he zad ha d’he mam : « C’hui o peuz diskuezet d’in beva, plijet gant Doue roi din ar c’hras da ziskuez deoc’h breman penaoz mervel. » Peb hini euz ar re oa er prizoun a oa galvet d’ar maro dre al lizeren kenta euz he hano. Maro Robespierre a zilivraz kals euz an dud-ze, deuet dija ho zro da veza dibennet.

An aotrou Alexandre de la Roque-Tremaria, bet medisin pe louzaouer an aotrou’n eskop Sant-Luk, hag en doa skrivet en enor d’an eskop mad-ze evit difen ar feiz hag ar veleyen vad, oe dibennet e Paris, assamblez gant he