Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/674

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 673 —

c’houzout da zen. En noz varlec’h e teue ar bœlek gant an traou necesser evit rei ar vadiziant, an nouen, lavarout an offeren ; neuze vije koesset ha kommuniet an dud fidel hervez ma permette an amzer.

E kreiz an noz, aveichou, e vije klevet eur c’hloc’hik o c’hervel an dud fidel da eun offeren lavaret e kichen eur vezen, pe ebarz en eur gampr, eur c’haluri, ha memez er bagou var ar mor.

Evit rei d’eoc’h da anaout pegement a renke ar veleyen en em guza neuze araok an dud fall, eur verz a lavar :

Eur bœlek katolik zo eul lapouz ervad,
Hirio ma el lannok, varc’hoaz vo er c’hoat,
Disul en eun neiz pik, dilun en eun neiz bran,
Hag el lec’h ma tebr lein, ne zebr ket he goan !

Lod euz an aotrounet beleyen o deuz tremenet deg vloaz er fæçon-ze, kuzet etouez ho farrossianiz evit ho c’houraichi da choum fidel d’ar relijion, hag evit rei dezo ho sakramanchou, ispicial en heur ar maro. Oh ! pegen kaer, pegen enorabl, pegen kouraichus eo bet ho c’hundu henvel ouz hini ar gonfessoret euz an amzer genta hor relijion santel.

Istor ar veleyen euz ar Vreiz hag