Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/666

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 665 —

da veza ive persekutet evel ar veleyen vad. Torret oe imaichou ar sent, mein an aoteriou ; meur a iliz oa lakeet da varchossi.

Da vouel sant Kaorintin, e blavez maro ar roue, Dagorn hag Herault, republikanet fall ha galloudek, a zeuaz er gathedral gant soudardet ha merc’het kollet. Terri a rejont mean an aoter. Paotredigou, desket ganto, a daole lagen ouz ar sænt, ar merc’het a gemere dantelez an aoteriou evit ober bonedou ; hag eur c’hreg maleuruz a reaz eur boned voulouz d’he mab hena, gant ar golo voulouz euz ar vessel sakr. Neuze oa digoret an tabernakl, taolet an hostiou sakr var an douar, ha gret traou mezuz a refuz va ginou disklœria deoc’h. Oh ! braz e bet trugarez an Aotrou Doue pa n’en deuz ket konfountet ar ger maleuruz-ze hag ar rouantelez oll ! Rag e peb lec’h neuze oa dismantret an ilizou gant ar memez blasphemou ha sakrilaichou. Goude-ze an traou sakr oa taolet var ar blacen ha gret oe eun tan braz ganto. E Kemper eun ofisour maleu-