Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/652

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 651 —

teuzet a tlie, e lavaront, prokuri d’ar vro 800 milion ; daou c’hant hebken a zeuaz d’ar Republik. Ar rest oa dalc’het e godelou ar republikanet, ho zreid a glebient er goad hag ho daouarn a leuniont gant an arc’hant dastumet er sic’hier. Aliez ne vije abek ebet evit kondaoni an dud vad d’ar maro, nemet ar c’hoant o doa tud a netra, da gaout danvez ar re penvidik.

Var blacen ar c’herriou vije ar chaffault savet, hag ar goad bemdez o redek. An dud fall a gemere evito danvez ar re vije lazet ; ha Danton, unan euz ar re voassa, a c’hounezaz evel-ze daouzek mil liur rent en eur bloavez. Robespierre oa neuze mæstr e Paris : ar re oa er c’hargou diagent oa dibennet pe lakeet er prizoun. Neuze oa lazet an dudchentil abalamour oant tudchentil ; ar beorien oa lazet abalamour o doa lavaret na garient ket ar re c’hlaz, evel-ze oa hanvet ar republikanet gant ar bobl. Merc’het iaouank oa dibennet abalamour na felle ket dezo dimizi gant republikanet ; groagezet abalamour ma recevent kelou euz ho friejou divroet.