Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

Vortimor oa eur gomz a garantez evit he vro ; ha goulen a reaz beza sebeliet e kichen ar mor, evit ma teuje c’hoaz goude he varo da spounta enemiet ar vro.

Vortimor ne oa ket an diveza euz ar Vretoned laket d’ar maro dre dreitourach ; Hanjist a reaz laza en eul lein, goude beza ho fedet, tri c’hant Breton. Al lec’h ma oant sebeliet a veler c’hoaz e Bro-Saoz, hag a zo galvet gant ar Saozon Stone-Henje. O Breiz, ar goad euz da vugale a reaz did beza saveteet eur veich c’hoaz. Vortijern, dileset eo he bobl, a zo en em dennet en eun tour huel var bord ar mor. Ac’hano, evel m’en doa diskleriet dezan ar barz Marzin, pe Merlin, a hell guelout al listri euz a Vreiz-Izel enho ambarket Aurel-Ambroaz, hag Uter-Pendragon, ar rouanet iaouank gortoet keit amzer oa. Ar roue fall zo diskaret hag ar Saozon kasset kuit. Breiz-Veur zo saveteet.

Arzur, pe Arthur, ar roue ker brudet euz an enez a Vreiz, a oa mab da Bendragon. D’an oad a bemzek vloaz en doa gounezet ar viktor var ar Saozon. He gleze, galvet gantan Eskalibar, a luie kement en he zaouarn ma lakee ar spount e kaloun an enemiet. Gounit a