Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/636

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 635 —

c’hleuniou, pa veljont eur republikan all o tont varn’ho. Deomp, eme an aotrou Breton ha treuzomp ar ganol ; enn tu all a vo eaz deomp kaout eun tam kuz. Eur veach m’oa tremenet ganto ar ganol, ne glevent trouz ebet. Chom a reont a za hag e sellont var ho lerc’h ; ar soudard republikan oa bet re verr he lamm evit treuzi ar ganol, hag e oa kouezet ebarz, mont a rea da veuzi. Deomp d’hen tenna alesse, a lavaraz ar bœlek. An daou Breton hen denjont er meaz gant kalz a boan. Digeri a reaz he zaoulagad hag e chomaz mantret, o velet en he gichen ar re en doa c’hoant da laza ne oa ket eun hanter-heur c’hoaz. An daou-man her lezaz, hag a ieaz kuit. Ar soudard o velet anezo o vont enn ho hent, a zavaz he benn da zellet outo, mœz ne lavaraz ger ebet.

E Guenet, oa lazet paotret iaouank a zouge var ho zok paper pe eun tam lien guen evit cocarden. Ma ne vije ket kavet e ty he dud an den iaouank klasket evit arme ar republik, devet oa an tyez, al loenet hag an ed. Lazit kement den a glasko sevel ar pavillon guen, oa lavaret dezo.

Mistri ar Republik e Guenet a lakeaz