Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/616

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 615 —

va daoulagat mad, ar paper-ze ken enorabl evit ar bœlek breton.

En devez ma ieaz ar roue a Franç d’ar maro, ne oe klevet trouz ebet en eur ger ker braz hag hini Paris ; an oll oa souezet, fall ha mad. Pa fellaz d’ar bourreo staga daouarn ar roue, heman a viraz outan hen ober. Ar bœlek a lavaraz dezan : « Roue, roit ho taouarn da veza staget, henvelloc’h aze e viot ouz Jezus-Christ. » Ar roue a roaz deoc’h-tu he zaouarn. Pa bigne ar roue var ar chalfault, ar bœlek a lavaraz dezan : « Mab sant Louis, pign breman d’an env ! » Ar roue a lavaraz d’ar bobl : « Francisien, pardoni a ran deoc’h va maro, divlam oun… » Raktal oe gret d’an taboulin son gant aon na vije klevet mouez ar roue, a varve evel eur merzer.

Trugarez, va Doue, trugarez evit ar Frans ! Ne peuz ket selaouet c’hoaz peden ar Roue-Merzer ; setu kant bloaz breman a c’houzanvomp kasti an torfet-ze.

Louis XVI en doa goestlet ar Frans d’ar galon sakr a Jezus. Ar brincet hag ar brincezet hag ho mignonet o doa ive