Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/614

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 613 —

jet oe gant al Leonardet all. Brassoc’h oa neuze koulskoude niver an dud fall eget hini an dud vad.

21 Genver 1793. — Deuet oa miz kenver 1793, ar revolution a beur-aichuaz he ober fall. Ar roue oe lakeet d’ar maro. An devez-ze eo ar goassa euz an istor a Franç ! Pa oe klevet oa barnet ar roue d’ar maro, eur bœlek iaouank euz a Landerne e Breiz, hanvet Le Gris-Duval, neuze kuzet e Paris, a zeuaz da gaout ar varnerien hag a lavaraz e oa bœlek hag a c’houlenne koessai Louis c’huezek, ma n’en doa ket ar roue kavet eur c’hoessor. An dra-ze oa avoalc’h neuze evit en em exposi d’ar maro. Lavaret oe dezan e doa ar roue goulennet evit koessor an aotrou Firmont-Edgeworth. Ar bœlek iaouank en em dennaz kuit gant modesti ; mœz ar bobl en doa klevet he gomzou, hag a c’houlenne he varo. Kasset oe neuze en eur gambr ; etouez an dud impi-ze ar bœlek a gavaz eur c’honsort skoll, a roaz dezan eur passe-port evit tremen er ruiou Paris. Lennet em euz va unan, p’am boa

35