Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/602

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 601 —

an dud maleuruz-ze. Er Finistère, ar Vretoned o doa c’hoant da zerc’hel pen dioc’h an dud-ze. Evel-ze pa oe kasset Royou-Guermeur gant Marat, ha Sevestr ha Kavaignak oe kaoz e Brest d’ho derc’hel er prizoun. Pa gollaz re ar republikanet galvet Girondins gant ar re grissa hanvet Montagnards d’an 31 a viz maë 1793 ar republikanet Breiz, bet ar goassa a enep ar relijion, a fellaz dezo difen an deputet Girondins.

Gervel a rezont 18 departamant euz ar Frans da zont da zilivra Paris euz krizder Robespierre, Danton ha Marat. C’hoant o doa da zont a ben euz ar ger a Baris dre ar gernez. Ha ken a zeuaz e Kemper ar c’helou o doa kollet en eur gombat en Normandi, renerien ar Finistère a esseaz da zerc’hel a enep ar re falla euz ar republikanet, an dra-ze vije bet mad tre ma na vijent bet tud fall ho-unan. Kredi a rejent oa kavet an tu ganto da jom hanter-fall.

E Plouenan, ar bœlek fall Touboulik oe kasset e meaz euz konseil ar gommun ; hag unan a ieaz beleg kranchat euz he visaich, rag ar baysantet o doa kement a horrol euz an touerien, evel ma o doa a respet euz ar veleyen vad.

34