Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/596

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 595 —

Mar freuzit an iliz, a respontaz ar mær, da viana a rankfet lezel ganeomp ar stered a zo en oabl, hag a lavaro deomp bepred ez euz eun Doue, hag a raio da bep hini hervez he oberou var an douar !

Ker an Oriant e Breiz a ziskuezaz kement a grizder hag ar ger a Baris e miz guengolo 1792. Eur marc’hadour euz ar ger an Oriant hanvet Gerard oe laket er prizoun var brudou-fall ; ha tud an ty-ker o doa an digaloniez da lezel ar bobl kounaret d’he denna euz ar prizoun evit he laza ; ar merc’het oa ar goassa ; an dud dirollet-ze a ziframmaz oll izili ar paourkez marc’hadour, hag he ben oa taolet dindan prenestou he famill maleüruz. O kenvroiz ker, ra viro Doue ac’hanoc’h euz an derrien-ze a revolution a choulen : goad, atao goad !

Ar baysantet a ie d’ar brezel en eur ioual : bevet ar religion, bevet ar roue ! Neket goad a c’houlennent, mœz liberte d’ar mad. Etouez ar re c’hlaz en em gave aveichou tud hag o doa sonj c’hoaz euz ho badiziant. Sauveur oe lazet er Roc’h-Bernard gant ar baysantet, a lavare