Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/570

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 569 —

oa lezet e peoc’h er mare kenta ouz ar revolution ; mœz erfin arraich an dud fall a gouezaz ive varnezo. E Sant-Herblon, en eskopti Naonet, oa lakeet e prison en ho guent ar Sœurezet guen, galvet e gallek Filles du Saint-Esprit ; mœz eun neubeut goude, sœur Katherine Juhel ha sœur Martha oa klasket evit dont da bansi an dud gouliet en emgann Sant-Florent, etre paotret ar Vendee hag ar republikanet.

Cetu ar pez a skrivaz republikanet Sant-Briek divar ben ar Sœurezet guen an 2 a viz guenver 1793 :

« Ret eo kass kuit euz ho zy merc’het Plerin, rag dougen a reont eur guiskamant difennet gant lezennou ar Republik, kemer a reont hano merc’het ar Speret-Santel, hag a roont d’an dud divar ar meaz kuzuliou na hellomp ket lezel da rei. Evel-ze da ben tri devez ar broculor a rank goloï kouent Plerin a zo vammen ar Sœuret-ze, ha peb sœurez a renko mont en dro etouëz he zud. »

Ar citoian Raffray oa karget da ober