Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/568

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 567 —

eul leac’h euz an ty ; ne doa ket allet mont da guzet, rag torret oa he ziou c’har ; eur paotrik iaouank hen treuzaz gant eun taol baionettez ken doun ha en didruez ma her stagaz ouz an nor… Poënt oa d’ar republikanet en em venji, rag n’ho doa kavet nag aour nag arc’hant er gouent ; hag evit kaout kement-se o doa grœt kement a dorfejou ! kemerout a rejont koulskoude ar vesseliou sakr. An dra-ze na viro ket ma lavaro atao an dud sod, hag an dud fall ez euz pinvidigez er gouenchou, hag ar pobl a gredo. Ar manac’h iaouank-flamm savetet, a jome er pen pella euz an abaty, lammout a reaz euz an ty hag en em guzaz er c’hoat. Lavaret a rer a jome he unan en abaty hag en eun nosvez bar-arne, a zigemeraz unan euz ar re ho doa lazet menec’h Sant-Aubin gueich-all, hag a glaske neuze disklao : ar manac’h a anavezaz mad montr an Tad Abbat e daouarn ar muntrer-ze deuet da veza koz. N’oa ken horolaj er gouent nemet ar montr-ze ha peb manac’h a renke mont da zellet outan da c’houzout an heur. N’oa ket-ta diez dezan en anaout.

Al leanezet karget euz an hospitaliou ha da gemerout sourci euz an dud klan