Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/566

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 565 —

E tu Lamball, an tadou Mesle ha Paskal, ha kals a venec’h all euz abaty Sant-Aubin, a oa fuzillet en ho gueliou gant eur vanden dud iaouank euz a ger, a dorraz an traou en ty, hag a gemeraz al listri sakr, ar guiskamanchou aoter.

An abaty-ze oa bet savet gant Olier kondt Penthièvre ; eno evel en oll gouenchou ar pec’her paour a zeue da soulaji beac’h he goustians ha receo gant an absolven peoc’h d’he galon. Aluzennou braz vije roët d’ar beaurien hag an dra-ze a rea da gridi d’ar republikanet e kavchent aour er gouent. Digoueza rejont-ta d’an abaty var dro hanter-noz. Mœstr ar soudardet a reaz tro ar gouent hag en or tont en dro a lavaraz dezho : neuz den var dro el leandi, na den all pelloc’h. Brevet oe an doriou, hag ar venec’h hanter-dihunet, oant lazet en ho gueleou memez, a daoliou fuzil. Pegen euzuz oa lazerez an oll tud santel-ze, heb difen ebet ! Lod oe bruzunet dezo ho empenn, a daoliou fuzil, lod kouezet euz ho guele, toullet ho c’horf gant ar boulejou a ruille en ho goad. Lazet oe kement manac’h oa el leandi nemet eur manac’h iaouank a lavarer. Eur paourkez manac’h e kreiz he vrud oe kavet c’hoaz beo en