Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/556

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 555 —

person Larret hag an aotrounet Goachez, Liles, Kariou, kureet er barreziou divar dro. An aotrou Poullaouek a hellaz erfin mont e Bro-Zaoz goude beza bet aveichou hep lojeiz, na digemer ebet, nemet er parkeier pe er c’hoajou.

Ar veleyen o doa touet, oa galvet gant ar bobl touerien : lakeet e oant da bersonet er parreziou e plaç ar veleyen vad. Ar reman ne oant ket c’hoaz kasset kuit euz ar vro, a choume er chapeliou, leun euz ar bobl fidel ; hag an iliz parrez, e lec’h mar offerenne ar bœlek touer, oa dilezet, E Kemper, Expilly a renkaz lezel ar veleyen vad da rei ar pask d’ar bobl ; rag den na dostee euz koession an touerien. E Kastel-Paol, pa ree ar bœlek touer procession ar Sakramant, n’en doa den d’he heul nemet ar c’hloc’her hag ar garde nationale. Pa oant deuet en iliz Kreizker, ar relijiuset a dennaz ar Sakramant adorabl euz an tabernakl evit na vije ket profanet dre bresanç sabrilaich ar bœlek touer. Eur skolaer a lavaraz, o sellout euz ar procession iskiz-ze : « Doue ar bœlek touer zo an diaoul gant he lost. » Lakeet oe er prizoun evit an dra-ze. Pa zeuaz ar bœlek touer e parrez Pluneret, e kichen