Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/544

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 543 —

perle ; ravaji a rejont iliz kathedral Sant-Kaorintin, ha terri a rejont var tiez an tuchentil ar merkou euz ho renk. An aotrou’n eskop a viraz outo da gana an Te Deum er gathedral. An dud-ze a gasse ganto ar baniel trikolor, pe a dri-liou, a remplaças a neuze ar pavillon guen.

Neuze oe goulennet ar sermant digant an aotrou’n eskop Sant-Luk, dre lezen ar 17 ebreul 1790 evel m’am euz lavaret deoc’h diaraok ; heman, klan braz gant ar chagrin, a gavaz koulskoude nerz avoalc’h evit refus senti euz al lezen-ze.

An aotrounet Bernetz ha Mauduit a skrivaz d’an oll veleyen d’ho c’houraichi da refus ar sermant. Ugent bœlek hebken a vankaz d’ho dever en eskopti Guenet, seitek hebken en eskopti Leon. Kant pemp ho tregont eskop a refusaz ar sermant, ha ganto kant mil bœlek.

Dioc’h-tu goude maro an eskop, an touerien hag an dud fall, o lavaret ne oa ket ezom da senti ouz hon Tad-Santel ar Pab, en em zastumaz en iliz Sant-Kaorintin evit ober eun eskop hervez ho c’hiz. Neuze eo oa lakeet Expilly da eskop e Kemper.

E Naonet oa lakeet da eskop Jean Minée, e lec’h an aotrou Laurentie, an eskop mad.