Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/530

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 529 —

a lavaraz an offiser var varc’h, var ho taoulin ; biken, el lavaran d’eoc’h, ne adoran nemet Doue. Ar soudardet o tostaat outan a den ho sabren hag ho savont uz he ben ha lod var he beultrin. Skoit pa geroc’h, eme ar c’hristen mad, ne meuz ket aoun dirag ho kleze.

An itron Feburier, he bried, a vele euz eur brenestr an dra euzuz-ze. Pa oe goulennet diganti divezatoc’h pe seurt sonj he devoa bet o velet he fried ken tost d’ar maro. Trugarekaat a ren an aotrou Doue, d’he veza roët din da bried, hag e mije karet beza en he gichen gant va bugale evit renta testeni gantan d’ar guir feiz. Lakaat a riz ma fevar krouadur var an daoulin evit goulen skoazel Doue evit ho zad. Pedennou ar vugale inosant-ze oant selaouet, evit ar veich man an den mad ne oe ket lazet ; ne oa ket deuet c’hoaz ar bloavez terrubl 93.

Kasi an oll Vretonet deputeet en Assemblée a reaz al le schismatik : lod anezo a reparaz ho faut eun neubeut

30