Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/510

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 509 —

em ginnik d’an hini a gasse, he hano ar Republik, an traou en dro e ker Gastel ; hag e lavaraz dezo oa den da gregi e kement bœlek dizent, a oa etre Kastel ha Lesneven a hed an aod ; ha d’ho c’hass oll er memez dervez d’ar prizoun ; gant ma vije roët dezan tri-ugent soudard ebken : kenta parrez a gaver var an hent eo Plougoulm. An aotrou Person Le Jeune oa er presbital. Kaout a rea dezo n’ho doa nemet kregi ennan hag her c’hass ganto. Mœs ne oa ket eun hanter-heur abaoue medo ar soudardet hag an Tunk e Plougoulm, ha dija mil den, goazet ha merc’het, a oa en dro d’an iliz ha d’ar presbital. An aotrou Le Jeune e lerc’h heulia an Tunk, a zavaz er gador-brezek hag a zinac’haz ober al le schismatik ; kuitaat a ree anezho, emezan, evit eun neubeut amzer evel ma zonje. Allaz ! deg vloaz hag ouspenn a jomaz ar Frans heb beleyen ! Ar pennou kenta euz ar barrez en em glevaz gant an Tunk ha mont a reaz kuit gant he soudardet. An aotrou Le Jeune a ieaz da guzet e koajou Kerouzere ; goude an dispac’h e tistroaz d’he Iliz parrez a Blougoulm, el lec’h ma’z eo marvet, karet gant an oll.