Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/500

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 499 —

ar guir relijion, ar veleyen en eskoptiou Breiz a c’houlennaz sina ive. Beleyen Roazon oa neuze oc’h ober ho retret, kas a rezont da Baris eul lizer evit renta enor d’an eskibien ha d’ar veleyen vad, ha kondaoni al lezennou fall gret a nevez. E Naonet, ar veleyen na zalejont ket d’ober kement all ; eskop Kemper a gassas he hano hag hini he veleyen.

Hogen an Assemblée na reaz van ebet euz a gement-ze.

An alvokaded difeiz-ze o doa gret kement a zrouk d’ar relijion dija, a reaz lezennou falloc’h c’hoaz.

D’an 29 euz ar miz mae 1790, an aotrou’n eskop Boisjelin a zavaz adarre he vouez evit difen an Iliz, hag a lavaraz d’an dud fall-ze e oa roet he gallout d’an Iliz gant Jesus-Christ, guir Vap Doue ha Doue he-unan ; ha na helle ket hi digemer lezennou digant an dud. Ha den ebet n’en doa guir da rei lezen d’ar veleyen na d’an eskibien nemet a berz hon Tad-Santel ar Pab.

Mar deuz, emezan, lec’h da jench lezennou an Iliz, ret eo goul aotre ar Pab, ha gervel oll eskibien ar rouantelez evit ober an nevezentiou-ze.

Eun alvokad hanvet Treilhar a res-