Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/480

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 479 —

sod an dud iaouank en ho menoziou, seulvui oa fall ho oberou ; oberou tud kriz ha divarn.

D’ar c’henta devez ma oa digoret ar Stadou, 5 mae 1789, ar brezel a gommansas a enep ar relijion hag ar veleyen. Araok na oant azezet var ar bankou etouez ar re all, e oant kondaonet dija e kalon an darn vuia euz an deputet, pe kannadou, oa dastumet eno ouspen mil anezo ; niver kalz re vraz evit m’ho dije hallet biken en em glevout gant furnez.

Ar Stadou a zigoraz eta d’ar bemp a viz mae 1789, ha d’ar bevare euz a miz eost er memez bloavez, tri miz goude oe goulennet digant ann oll dud a Iliz an dilœz a gren euz an oll guiriou o doa bet beteg neuze er rouantelez Frans. An dud a Iliz ne varc’hatjont ket ; ober a rejont deoc’h-tu an dilœz-ze euz ho guiriou.

Neuze Louis XVI, roue a Frans, o velet pegement a drouz a oa er Stadou rag n’en em glevent devez ebet, nemet evit distruj bemdez eur c’hiz bennag ; o velout an dizurz en em skigna er vro, hag an dud dirollet o sailla var ar maneriou hag ar c’hastelliou, a c’houlennaz sikour an eskibien evit diskuez d’ar bobl