Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/456

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 455 —

c’hoanteaz lakaat ar Vreiz da heulia ar rest euz ar Frans.

Bez e oa e Konseil ar Vreiz hag ar Frans, tri urz : hini an dud a Iliz, hini an Noblans hag hini ar Vourc’hisien.

Peb hini euz an tri urz-ze a roe he vouez en eun taol : hini an dud a Iliz oa niveret evel eur vouez, hini an noblans evit eun all, hag hini ar vourc’hisien evit eun all c’hoaz.

An dud a Iliz hag an noblanç a zinac’haz en eun taol ar pez a c’houlenne ar roue : o lavarout oa ar bobl re baour evit pea muioc’h evit ne oa kustum.

Ar vourc’hisien a oa kontant d’ober ar pez a c’houlenne ar roue ; mæz n’o doa nemel eur vouez ; ha koulskoude a oa muioc’h a vourc’hisien evit a dud a Iliz hag a noblans assamblez. Goulen a rejont neuze digant ar roue ma vije torret ar c’hiz koz, ha ma roje peb den he vouez evit an afferiou.

Var ben an dra-ze en em zavaz trouz e Roazon, eno oa assamblet konseil ar Vretoned ; ha dont a reaz ar vourc’hisien hag an noblans da gombati etrezo.