Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/428

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 427 —

liou, e kals maneriou a Vreiz, troc’het beter an hanter euz ho huelder, evel em euz guelet va unan er maner Kerioul, e Krozon, evit merk euz ar c’hasti an dud euz an noblans, a ree neuze brezel da Filip a Orleans.

Ar pevar denchentil barnet d’ar maro oa dibennet e Naonet en devez memez euz ho c’hondaonation, ha d’ar mare euz an deiz ma teu da denvalaat, kement aoun oa na vije deuet ar bobl d’ho zavetei.

Da bedir heur e teuaz e ker ar bourreo gant pevar manac’h evit kovez anezo.

Ar venec’h oa souezet gant ar feiz kre hag ar garantez Doue a ziskuezaz an aotrounet-ze.

Da nav heur euz an noz oant kasset var marc’had a Naonet hanvet ar Bouffay.

Ar bobl a vouele o sellout outo, dreist-oll o velout pegen iaouank ha peger kalounek oa ar markiz Pontkalek.

Ar bobl a glaske kaout ar brizounerien.

Ar re ho mire oa kreoc’h evit ar bobl. Klevet oe kals tud o hirvoudi.