Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/362

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 361 —

tez, a n’em strinkaz oll er mor ; ho eneou pur ha chast a oa digemeret etouez an ælet.

Choaz etre ar gatholiket hag ar brotestantet oe æz avoalc’h evit ar Vreiziz. Ne oe protestant ebet etrezo, nemet ar re o doa dizonjet ho bro hag ar giziou euz ar Vreiz, pe ar re a zalc’he muioc’h d’an arc’hant ha d’an traou terrien, eget d’ar relijion. Ne oa etre ar brotestanted nag eur kouer nag eur guir Breizad, pe Breton. Mæz be oa euz tu ar roue katholiked mad, evel Sourdeak, gouarner Brest, devot braz d’ar Verc’hez Vari ar Folgoat, ha mignon da eur relijiuz, an Tad Cyrill, en deuz skrivet en enor da Verc’hez ar Folgoat.


UGENTVED NOSVEZ
————

Penherezik din lavaret :
Fontanellan a anaveet ?
— Fontanellan n’anavean ket,
Klevet komz anezhan emeuz gret,
Laret eo goal potr m’euz klevet.
(Barzas-Breiz).

Rouanez Bro-Saoz, Elisabeth, oa merc’h d’ar roue, a reüzaz ar c’henta senti euz ar Pab, abalamour hon Tad Santel na felle ket dezan he leuskel dimizi gant diou pe deir maouez, pa oe he genta pried beo c’hoaz. Elisabeth oa

21