Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/356

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 355 —

stourmaz adarre a enep ar re a lamme diganto an douar font. Euz ar Vretonet-ze e hellor lavaret : Quam terribiles sunt Britones cum dicent : Torr he ben ! Pegen terrubl ar Vretonet pa lavaront : Torr he ben !

Ma ne deo ket ken lijer teod Bretonet Breiz-Izel evel teod ar Francisien, koulz int da c’hoari gant an dorn ; n’ho deuz morse dinac’het stourm gant pobl ebet.

Ober a reent goab euz ar re-all, o lavarout re Dreger o dije guelet d’ar zul guelloc’h paotret eget d’ar sadorn. Kerperennez, aotrou ar Bizit ha Linlouet oa gant re Pleyben, ar re-ma a grede oant gouest ho unan da ziskar an enemiet. Dont a rezont tre ebars Keraez. Re Dreger a laoske tennou fuzil dre brenestou an tyes. Ar glao en doa glebiet poultr an dud divar armeaz. Liskoet a reaz tro ar ger evit skei varnezo a dreon, hag o fila a reaz e kichen Tromeur. Linlouet a droc’haz he zorn dezan. Liskoet, direizet gant ar gouli-ze, a reaz lakaat an tan er vrassa ru