Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/348

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 347 —

An nor oa sarret. Staga a rezont outi eur pakat poultr, hag e lakeont an tan en nor. Kavout a rezont an oll kousket, hag æz oe dezo kemerout an arc’hant, kaset eno evit beza miret guelloc’h. Fanch-ar-C’hastel n’em dennaz d’he vaner Kastel-Gall. An aotrou Moreau, chaloni a Gemper, bet skrivagnour ar brezeliou-ze a lavar en doa ar markiz Mezl kousket en noz-ze evel eur Gall. Kousket e oant var ar plun, he soudardet hag hen, emehe, fiet ho buhez ganto da voardou paour n’ho doa netra da goll, n’en em jallent ket euz buhez ar re all. Kalz a verc’het iaouank a dec’haz euz ar ger hag a zeuaz da c’houlou-deiz da Valanek ha d’ar Faouet, stravillet ha spountet, rag ne ouient ket pelec’h oa ho zud.

Er bloavez-ze ive, 1590, an aotrounet Goulen, Karne, Rosampoul, Faouet, Kerouz euzs Kerhir, Koatredez, Kerven, Ruskek, Kerlouan euz Kerhom, hag ar markiz Mezl, a zeuaz gant eun niver braz a dud divar ar meaz evit kemerout kastel Kerouzere, e Leon.