Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/344

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 343 —

lou a zeuaz da Gemper, euz a belec’h ann aotrou Pratmaria a zeuaz gant ar baysantet da gombati an hugunodet.

Pell a badaz ar brezel eno, ha Konk a chome gant an hugunodet.

Charlez ar Briz, marc’hadour, ginnidik euz a Gemper, o veza deuet d’he dy, e Konk, a gavaz eno, kousket var ar guele, an aotrou Kermassonnet hag eun all. Kermassonnet en doa alc’hueou ar ger staget oud he vreac’h. Mar vije bet kemeret an alc’huez, dihunet vije bet deoc’h-tu.

Charlez a ouie pegement a zroug a alje an hugunodet da ober : o kemerout an daou boiniard euz an daou aotrou-ze, rei a reaz da bep hini anezo eun taol mad, hag ho lazaz heb ho dihun. Kemerout a reaz an alc’hueou ha redek a reaz e tu an nor, dirazi oa ar paysantet o klask antreal e ker evit he dilivra euz an hugunodet,

Eun den, var ar mogeriou, o velout ar Briz o redek evellen, a gredaz oa digouezet eun taol fall bennag, hag a redaz euz he du evit dont en nor araok ar Briz.