Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/342

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 341 —

pelec’h oa n’em dastumet an darn vuia euz an hugunodet, evit goulen diganto soudardet, ha lavarout dezo pegen avantaichus vije d’an hugunodet chemel mistri e Konk, e pelec’h, gant avel mad, ar batimanchou a hell dont euz ar Rochell en eun devez hag eun nosvez.

Kermassonnet a lavare d’he gonsortet n’ho doa ket ezom da gaout aoun dirag ar Vretoned euz a Vreiz-Izel, rag na ient d’ar brezel nemet pa vijent laosket da vont gant ho groagez. Hag oc’h ober goab euz ar Vretoned o komz gallek, a lavare : Moi aller point en guerre, si mon femme ne donne congé. Koulskoude, kerkent a ma oa deuet an hugunodet e Konk, ar c’hleier a zone en oll barreziou tro var dro evit galvout an dud divar ar meaz d’ar brezel. Dont a rezont gant an antrounet Tinteniak euz Kimerc’h, Tyvarlen euz Kerharo, Kelenek euz Kerjoli, Koat-Bihan, Fanch ar C’hastel, Alan Bodigno, Plœuk ha kals a re all.

Konk oa bet kemeret da greiz-de gant an hugunodet, ha da deir heur ar c’he-