Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/330

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 329 —

zet an dugez Anna hag ar Vretonet, beleyen ha tud fidel ar Vreiz, ho doujans vraz evit hon Tad Santel ar Pab, en amzer ar Roue Lois XII ; an duget a Vreiz hag ho zujidi o deuz diskuezet e peb amzer ho c’harantez evit ar Pabet. Ne oa ket chenchet kreden ar Vretonet, hag evel-ze na fellaz ket dezo a gren kaout eur Roue protestant. Meuli a hellomp anezo da veza dalc’het mad evit mirout ar Rouantelez euz eun hevelep darvoud.

Unvaniez ar gatholiket a enep ar relijion brotestant (la ligue) en deuz saveteet ar guir relijion. Bugale Voltair o deuz renket gedal pevar c’hant bloaz araok kuntinui dre ar revolution 1789 al labour fall bolc’het gant ar brotestantet evit dizc’hrienna ar relijion euz kalon ar Francisien hag ar Vretonet. Satan oa bet trec’het dre unvaniez ar gatholiket, skignet en deuz adarre he lasou hag er bloavez 1877 nag ar Frans nag ar Vreiz n‘ho deuz diskuezet ho melkoni pa zeo bet savet patrom an den impi Voltair var ruiou Paris ; beteg ar bloaz-