Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 307 —

Pa oa deuet paotret Plouieou e meaz euz a ger, e teujont da Bratanraz, e parrez Penharz. Tud euz a Gemper, o doa redet var ho lec’h, a reaz dezo tec’hout beteg eur prat, e kichen hent ar Pont ; eno oe lazet kement a Blouieziz, ma eo hanvet abaoue Prat-Mil-Goff. Iann hag he zaou vreur euz a Blouie a henche ar Blouieziz, hag ar reman a lavare da Iann epad ar gombat : Dalc’h mad, Iann, te vo dug a Vreiz.

An dug koz Arzur ne oa ket euz ar re o doa mez da veza Breton ; divoall a ree giziou ar vro, ha na blegaz morse he ben dirag ar roue a Frans. C’hoant en doa da gass kuit ar Saozon euz ho enezen ; d’he renta evel guechall d’ar Vretonet. Mervel a reaz re abred evit kement-ze ; mervel a reaz seiz miz goude ma oa bet disklæriet dug. M’en dije bevet pelloc’h, pe bet dug kentoc’h, na Francisien, na Saozon na vijent deuet a ben euz ar Vreiz.

An hini oa hanvet dug goude Arzur, oa Fanch, mab bihan da Iann pevare. Ne oa ket ker stard a galoun eget