Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/292

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 291 —

ar plac’h nevez, e kastell Guildo, a oa dezan he unan. Ouspen, goulen a reaz digant he vreur he lod euz he zanvez. Arzur, den leun a dechou fall, ne oa ket eur Breton mad, mantret oa he galoun pa oa bet lammet digantan he vuia-karet, kaout a reaz an tu da lakaat kassoni etre an daou vreur.

Eun istor goal trist em euz da lavarout deoc’h aman, va mignounet, proui a raio deoc’h beteg pelec’h ar ioulou fall a hell kundui an den, pa n’ho c’hombater ket, hag etouez ar passionou pe dechou fall an den, n’euz ket goassoc’h eget an avi hag ar venjans.

Arzur Montauban a hellaz dont a ben da lakaat an dug Fanch, den jalouz pe avius, da gredi a laboure he vreur Jili da gemer he dron.

Fanch a reaz barnout Jili ha goulen a ree he varo. Mæz ar varnourien breton na oant ket nec’het d’ober eur seurt torfet. Per ha Jili en em daolaz da dreid an dug evit goulen trugarez, ha kaloun