Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/290

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 289 —

Estimet hag enoret oe abalamour m’an doa braouentez ha pinvidigez, hag abalamour da ze a oe pen abek euz a kalz a valeuriou. Maget oa bet assamblez gant Arzur, pe Arthur Montauban, denchentil ker koant hag hi ; en em garet a reent ho daou. Euz ar pez zo gouezet euz ho istor, ec’h heller sonjeal n’int ket bet diorroet gant relijion avoalc’h, rag m’ar vijent bet douget mad d’ar relijion, en despet d’ar ran-galoun o deuz allet santout euz ho disparti, na vije ket bet kement a valheuriou abalamour dezo ho daou : dibaod eo guelout tud iaouank en em garout e Doue. An dug Fanch, a garie kals Montauban, hag a c’hoantee he zimizi gant Francesa ; Jili, breur an dug, o tont euz a Vro-Saoz, a velaz Francesa, hag he goulennaz da bried. An dug na roaz ket he c’hrad-vad d’he c’houlen.

Jili a zemezaz neuze ganthi, en despet d’he vreur ; hag evel ma oa an dug e koler, evel just, ec’h en em dennaz gant