Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/268

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

Saozon en em daolaz var soudardet Guesclin gant kement a arraich, ma renkas heman kuitaat Brest. Ar roue a Frans, o velout an trouz-ze etre an dug hag he zujidi, a lakeaz embann e oa ar Vreiz dezan, pa guir oa an dug kasseet gant he genvroiz, ha ma oa kasset kuit euz ar vro, 1378. Neuze ar Vretoned, o tigeri ho daoulagat, a lavare : Ar roue-ze a gred e zeufomp da veza Gallaouet ker buhan euz a Vretonet ma zomp. Nan ! nan ! Guesclin, kasset e Breiz gant ar roue a Frans, oa dilæzet en eun taol gant an oll Vretoned ha skriva a ree d’ar roue Bro-C’hall : « Guelloc’h eo din dilezel va c’harg hag he renta deoc’h. Abaoue oun dilezet gant va c’henvroiz, me a zo evel eul lapouz troc’het dezan he ziouaskel. » Raktal ma oa klevet an embann-ze euz ar roue a Frans, Rohan, Laval, Malestroit, Montafilant, La Hunaudaye, Kerimel, Goyon, Kersaliou, Roujoux, Penhoat, Montauban ha Kelen a guitaaz Paris.

Neuze Iann Montfort oe galvet en dro. Pa zigouezaz e kichen Dinan, an duchen-