Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/250

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 249 —

tro ar Zaozon da c’hounit. Ar prins Bleiz a n’em gavaz e unan etouez ar Zaozon ; na gollas ket kaloun. En em lakaat a reaz tost da eur vel-avel oa e kichen ; hag o sellout euz an enemiet, kombati a reaz evel eul leon. Trivec’h taol sabren a reaz dezan trivec’h gouli. Ar Saozon o kaout truez outan a lavare dezan renta dezo he gleze. An dug a Vreiz a revuzaz : Renta a rafen va c’hleze da eur Breton, emezan, biken ner grin da eur Saoz ! Eur Breton a n’em gavaz etouez ar Saozon, Charlez a roaz dezan he gleze. Goloet a c’houez hag a voad, an dug oa lakeet var eur guele plun. Ar c’habiten Saoz a reaz he deurel var eun neubeudik plouz. Ar prins santel a offraz he boan da Jesus, ha na zigoraz ket he c’hinou evit en em glem. Kasset oe goude da Vro-Saoz e pelec’h a ziskuezaz ar brassa santelez.

Mar en dije an dug Charlez Bleiz heuliet he c’hoant n’en dije klasket rouanlelez ebet var an douar : na brije nemet rouantelez an ee. Bemdez e kleve diou pe deir offeren er parkeier araog ar gombat. Aufrez Montbourcher a lavare dezan eun devez : « Aotrou dug, ar Saozon zo tost, re a amzer a gollit aze.