Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/20

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

korn an toul, he hano oa Iann ar C’honter pe an Disreveller, anavezet ha karet gant an oll. Tud an ty hag ar re oa deuet da dremen darn euz an noz, oa oll laouen o velet Iann en ho zouez, rak ne oa paourkez ebet sioulloc’h na guelloc’h konter da zeg leo tro var dro. Desket mad e oa : great en doa memez he studi. — Hir eo an noz, eme eur plac’h iaouank ; n’ellomp ket mont da gousket dioc’h-tu. Ma karfe Iann kounta eun neubeudik deomp. Gouzout a ra traou ker burzuduz, evidoun-me, chom a rafen heb dibri evit he selaou. — Kountit deomp ho histor, eme d’ar paourkez dall eur c’hrouadur a drizek vloaz a ie d’ar skol er vourc’h tosta. Lavaret deomp penaoz goude bea great ho studi ha kollet ho tanvez gant ar revolution, e zoc’h deuet dall, ha n’oc’h euz kavet den da gemer truez ouzoc’h. Mantr a ra va c’halon pa glevan kement-ze. — Aliez aoualc’h, eme Iann, em euz komzet deoc’h euz va malheuriou ; guelloc’h e ve din komz euz a draou nevez. Marteze, paotr, petra bennag ma oc’h desket mad er skol, n’ouzoc’h ket c’hoaz an histor euz ho pro ? — N’hon euz morse klevet an istor-ze,